Anjela Duval  
Bloaz zo

Bloaz zo

 

Bloaz zo en noz-mań

D’an Eur-mań :

Meur a Vreizhad o krenań

Dirak o skramm bihan.

Bloaz zo en noz-mań

D’an Eur-mań

Ni ’oa bodet amań

(Ar vignoned wellań)

Holl o krenań.

Bloaz zo fenoz

Ur Vreizhadez kozh

Burzhud ar gwagennoů

’Oa klevet he c’homzoů

Eeunik ha distro

E pevar c’horn ar Vro.

War ali start mignoned

Eo he doa-hi asantet

Digeriń he c’halon

Tener hag ec’hon

Petra ’c’helle lâret ?

Klemm an douar dilezet

Hiraezh ur Bobl sujet

D’he gwirioů, d’he Frankiz.

Fulor ar yaouankiz

Nac’het outo o yezh :

Ene o gouenn.

Arabat krediń, tud

’Vije-hi o klask brud

N’oa nemet un aberzh

Eus he ferzh

War Aoter he Bro…

Bodig Pin

Nag e karfen bout gouest

D’az mirout atav glas

Gant da nadozioů lemm

Strollet div-ha-div

Da zaou aval-pin munut

Rous-gwer-arc’hantet

Ken koant treset !

Ha war-nes bout darev.

… Nag e karfen da virout

En eńvor an div binenn

O fustoů arruz hir ha noazh

Damstouet ’us d’ar wrimenn.

Astennet bremań o c’helanoů

War leton ar Roz-Vras.

… An div binenn veur drouklazhet !

An div binenn genedus

Marv da viken.

      Pegeit e padi, va bokedig ?

 

16 a viz C’hwevrer 1973

 

"Abadenn skinwel André Voisin : ""Les conteurs"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů