An
tren noz
… Fenoz am eus anhun.
E glevet am eus o rogań an noz.
An tren milliget o kas du-hont
E-touez treizhidi all
Diwezhań paotr yaouank ar c’hontre.
Arc’hoazh ’vo e Bro-C’hall.
O ! n’eo ket aet a galon laouen
Eń nerzhus ha kalonek d’al labour
Eń ken douget d’an douar.
Pebezh Tonkadur hon hini !
Tu ebet ken da vevań er Vro.
Ret astenn an dorn d’ar C’hallaoued
Ha pennglinań dirazo…
Divizet o deus pell zo : ar pennoů-bras
Goullonderiń Breizh, dre gaer pe dre heg.
(Ha dont a ra brav
ganto.)
Ul lodenn d’ar Vered.
Ul lodenn d’an ospis.
Ul lodenn e Park an Armorig.
Hag ar peurrest e servij Bro-C’hall !
Ha forniadoů touristed da Vreizh
Ha trevadennerien estrańjour
O kemer perzh en hor Glad…
Ya. Aet eo va c’heneil yaouank
Da werzhań e amzer wellań
Ha Frankiz e Vuhez
Evit bout graet gantań
Ur Poliser gall…
… Anhun am eus fenoz.
Gouel Santez Barba 1972