Beuregan
Daoust ha da c’hrougous ken dous
Er gistinenn bep mintin
A vefe evidon, turzhunell rous ?
— O, nann, sot on o sońjal
Da gan-te zo ur meulgan
D’an Hini en deus roet dit da vouezh hiraezhus.
Da c’hrougous ken dous
A zo ur beuregan d’az par karantezus
Ha d’az labousedigoů
Ha d’az mignoned al laboused all.
—
Evidon-me, piv a ganfe ?
Pa ’m eus na kar na par
A-re on war an douar
Gant
va c’halon goullo…
— Goullo ? Goullo ?
Emezout !
Gaou a lârez, rak me ’oar
Eo da galon leun-barr
P’eo gwir e karez pep Boud.
28 a viz Eost 1963