Arabat
Va hiraezh. Va c’hwervoni
— N’anavezan ket an enoe
—
Arabat o lakaat em
gwerzennoů.
E teńvalań kombod va
c’halon
E fell din o derc’hel kuzh.
Arabat ’ouezfe den va
c’halvar
Nemet an Hini en deus
merket deomp an Hent.
Arabat sammań seurt
sammoů
War divskoaz ar re yaouank.
’Pad ma c’hell ar c’hozhiad
O dougen e-unan.
Ret mousc’hoarzhin d’o mousc’hoarzh,
Zoken pa vroud ar boan grisań.
Ret eo magań dezho o spi
En un Dazont a vo o hini
Hag a baeo kantvedoů mezh…
2 a viz Kerzu 1972