Anjela Duval  
Daím zad

Daím zad

 

Ö Bennozh dit Aotrou a l‚ran

Evit an devezh-maŮ a Here

ó Dek vloaz ha kant a zo abaoe ó

Ma voe ganet ar bugelig

Dibabet ganit evit bout un deiz va zad.

Ö Ha bennozh dit-te Tadig

Da vout roet din ar Vuhez.

Ar vuhez. TeŮzor dibriz

Bennozh dit da vout gounezet bara din

Gant poan da zivrecíh

Bennozh dit da vout desket din labourat

Gant va divrecíh

Ha bale eeun gant va daou droad

War roudoý va lignez.

War hent an Onestiz

War hent al lealded

Hep avi ouzh den, hep kasoni ouzh den.

Ya. Bennozh dit TadigÖ

Eus da lecíh a repoz

Ro din cíhoazh da vennozh.

 

25 a viz Here 1971

 

Anjela da bemzek vloaz, o tougen ar c'hoef evit ar wech kentaŮ (1920).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoý |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioý