Benoni
Yezh poblek Bro-Dreger
I
N’eus ket pell c’hoazh ’traoń ar blasenn
’Oa ur gaer a wezenn faou
Warni gravet don er bluskenn
Sifroů ha lizherennoů
Rak
holl baotred ar vilajenn
’Oa pell zo gante ar c’hiz
Merkań o anv er wezenn
’Raok partiań d’ar servij.
II
Pa oa deuet tro Benoni
Mab penn-hęr an intańvez
Setu eń ivez o c’hraviń
Warni e anv-badez
Prest
goude ma oa partiet
’Oa digoret ar brezel
Ha biskoazh n’eo bet
distroet
Benoni d’e Vreizh-Izel.
III
Da serr-noz ar vamm glac’haret
A deue da vemoriń
’Tal ar wezenn enni gravet
Anv he mab Benoni
Met
setu un deiz koaderien
O
benvioů war o skoaz
O tiskenn da draoń ar blasenn
Da ziskar ar faouenn vras.
IV
Kerkent ur yudadenn fromus
Emań ’n harpon er wezenn
Ha gant ur strakadenn spontus
Eo kouezhet war ar blasenn
Ar vamm pa glev an
darzhadenn
Zo diredet eus he zi
Dont da diskouez d’ar goaderien
Anv he mab Benoni.
V
Ar goaderien tud a galon
Gant preder ha gant evezh
O deus troc’het gant o harpon
An tammig koad en e bezh
Douget gant doujańs ar
blakenn
D’ar vamm baour betek he
zi
Hag he laket d’ober
sichenn
Dindan poltred Benoni.
22 a viz Meurzh 1964