Anjela Duval  
Bloaz dek ha tri-ugent

Bloaz dek ha tri-ugent

 

Ha bez’ e vefe, daoust, d’an niver-mań tonket

Dougen d’ar Bed droukchańs ur wech dre bep kantved ?

Bloaz dek ha tri-ugent ! Bloavezh a drizek loar

Hervez tud ańsien zo tonket da c’hlac’har

Pet gwalenn a gastiz ? Pegement a zismantr ?

D’ez heul ’met freuz ha reuz, brezel, daeroů, ha mantr.

Ma, sell-te eilpennet gant taol an Hanternoz

Kouezhet out ez Peurbad ! Ifern pe Varadoz ?

Ha da skoulmań warc’hoazh gant hiziv ha gant dec’h

Kerkent ur Bloaz nevez ’n deus kemeret da lec’h

Eń, yaouank, leun a spi a bromet d’an Douar

Pareań ’r goulioů ac’h eus graet ez kounnar.

Hag an holl ’ra hetoů, an holl a bed, a gar

’Vefe ur Bloavezh mat. Doue hepken en goar !

 

31 a viz Kerzu 1970-1ań a viz Genver 1971

 

Anjela da c'hwezek vloaz (1921).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů