Anjela Duval  
D’am steredenn dianket

D’am steredenn dianket

 

War varlenn prenestr an ti kozh

Teir falz, un higolenn

Ur morzhol, un annev.

War c’horre — an eil war eben

Div votezig koad melen

O choukoù lêr du.

Pri o doa paket du-hont

E dismantroù Hent an Ametist

Botoùigoù koad melen !

Botezigoù va steredenn !

Hag he c’hofignonoù glas-noz

Ma ’deus steuet warno ar gevnidenn

He rouedig aerel rodheñvel !

— Peur e teuy en-dro

Va steredenn he zroad mibin ?

… Va steredenn zo klañv

Ha du eo va deiz ha du va noz !

… Sellout a rit dre brenestr an ti kozh

Botoùigoù koad melen

Peur e teuy en-dro hor steredenn ?

 

21 a viz Du 1970

 

Gant he zad hag he mamm (1927),
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù