Beaj
e Bro ar Brum
Brum ha latar war ar maezioł.
Brum ha latar em menozioł.
Pep skeudenn soubet n ur vorenn.
Ha noz ha deiz ur gwall-hunvre.
Gwall-hunvre gronnet a
vrumenn.
Va sońjoł nint nemet
rambre.
Broud un nadoz pleg va
ilin.
Em damhun un nebeud
gloaz.
Mouezh ar mezeg vel ur
vilin
O valań gorrek kafe kras.
Ur sparf beuz, ur surpiliz gwenn.
N un dorn krenus ur choulaouenn ;
Ur choulaouenn goar war elum :
Skleurig iskis e-kreiz ar brum.
Mignonezed, o fenn stouet,
O pediń sioul hag ankeniet.
Komzoł izel, pennoł teńval.
Ha va divskouarn o voudal
;
Pe an avel yud o sourral
?
Tan o kanań er siminal ?
Pegeit eo padet va damhun
?
Pelech omp e-barzh ar
sizhun ?
Ur mintin ar chog o kanań !
Ur beure ur chloch o tintań.
E toull an nor ur harzhadenn.
Toullwennet bremań ar vrumenn
Tamm-ha-tamm e steuz al latar :
Ur skinenn aour war ar voger ?
Sede an Heol o parań trumm
Emaon distro eus bro ar brum
16 a viz Genver 1964