Anjela Duval  
Da Itron Varia Gerriwalen

Da Itron Varia Gerriwalen

 

Itron Varia Gerriwalen

Cíhwi zo pell zo skoazell va gouenn

Itron Varia Gerriwalen

Selaouit hirie va fedenn.

Itron Varia Gerriwalen

Pet gwech eo deut va mammoý-kozh

Da zaoulinaŮ dirak ho skeudenn

Gant doujaŮs en ho chapel gozh ?

Pet klaŮvour ín deus kavet ar yecíhed

Dre ho krasoý, dre ho skoazell

Pe bugel graet e gentaŮ kammed

War bavezioý mein ho chapel ?

Pet gwech va mamm da zeiz ho pardon

íDeus douget doujus ho skeudenn

Gant Levenez ha devosion

Pet gwech douget ho panniel gwenn ?

Hirie mího ped ívit ar glaŮvourien

íVit an holl re zo en anken

íVit an holl re a zo en arvar

Er poanioý kriz hag er glacíhar.

Ho pediŮ íran evit Breizh-Izel

Dindan ar wask pell amzer zo

Mího ped roit dezhi ho skoazell

Ma kavo he Frankiz en-dro.

Ma teuy díar gÍr hecíh holl vugale

Zo ícíhounit bara en harlu

Ma vo dían holl labour adarre

E skeud ar Banniel Gwenn ha du !

Itron Varia Gerriwalen

Int a gano deocíh-cíhwi laouen

Int a gano deocíh-cíhwi Trugarez

O cíhalon leun a Levenez !

 

††††††††††††††† 9 a viz Gwengolo 1970

 

Start eo ar foenn da sachaŮ !
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoý |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioý