Anjela Duval  
Barzhoneg meur

Barzhoneg meur

 

Sevel ur simfonienn,

Kizellań un delwenn,

Tresań, livań un daolenn.

Sevel kestell ha tourioł ;

Pe santualioł-meur.

Kempenn liorzhoł kaer.

Zo ober Barzhoniezh…

            Reiń furm ha liv d’ar sońjoł,

            Da sońjoł du an Dispi

            Da sońjoł glas-mouk ar Binijenn,

            Da sońjoł gris an Anken,

            Da sońjoł melen ar C’hwervoni,

            Da sońjoł glas-gwer ar Spi,

            Da sońjoł ruz-roz ar Garantez,

            Da sońjoł ruz-tan an Aberzh,

            Da sońjoł glas-boull an Hunvre,

            Da sońjoł gwenn al Levenez,

            Zo ober Barzhoniezh.

            — Pep meizour a zo Barzh !…

Ur simfonienn-veur eo an Hollved,

Warni sin ha siell an Aozour :

— Ar vuhez !…

            Ar Vuhez : Barzhoneg-Meur !

            E pep Boud ez eus Arz,

            Rak ar Vuhez a zo Arz.

            E pep Boud Barzhoniezh :

            Ar vuhez zo Barzhoniezh,

            — Pep Boud a zo Arzour,

            Pep Boud a zo Barzh.

Ur Barzhoneg-Meur eo an Hollved.

 

22 a viz C’hwevrer 1963

 

"""Degas din ar Garantez a dalc'h ar galon en ul leunder a beoc'h"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł