Anjela Duval  
Dorn-ha-dorn

Dorn-ha-dorn

 

                        I

O ! na brav mont da bourmen

Dorn-ha-dorn, dousig koant

Al loar ha mil steredenn

O lintrañ ’vel arc’hant

Ha santout war hon jodoù

Beradennoù glizh-noz

Ken dous ha petalennoù

Al lili hag ar roz !

                        II

            Na dudius eo pourmen

            Dindan volz an Oabl don

            Ma taskren mil steredenn

            ’Vel taskren hon c’halon

            Ha ma sarac’h an delioù

            En aezhenn flour an noz

            An noz intret a frondoù

            Al lann aour war ar roz !

                        III

Nag un drugar eo pourmen

Dousig koant a garan

En noz he mil steredenn

En aezhenn flour an hañv

En noz ’liv d’az lagadoù

O selloù dous ha don.

Evel stered an Neñvoù

E taskren va c’halon

                        IV

            Azez dousig em c’hichen

            Amañ war ar bank kozh

            E goudor an ivinenn.

            Sell ! pegen kaer an noz !

            ’N hon c’halon ar Garantez

            O lintrañ ’vel stered…

            Dousig, lâromp trugarez

            Da Grouer an Hollved !

 

                20 a viz Ebrel 1970

 

Loened ar feurm.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù