Anjela Duval  
Dibabet ’m eus

Dibabet ’m eus

 

Dibabet ’m eus bezañ sklav

Sklav da viken.

A ouenn sklav on bet ganet.

Eus ar sklaved-se n’int sujet da zen

Eus ar sklaved-se nemeto Tud dieub

Eus ar sklaved-se sujidi an Douar

Sklaved dre o youl vat

Sklaved wenvidik

Sklaved dre Garantez

            Karidi balc’h

Aberzhidi lorc’hus hon Tir :

            Kouerien !…

 

12 a viz Ebrel 1970

 

He c'hambr, a dalveze ivez da sal a enor a-wechoù.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù