Anjela Duval  
Bennozh dit

Bennozh dit !

 

Bennozh dit Doue Krouer !

Da vout tonket din bout ur c’houer.

O Mestr an natur

Ac’h eus roet din an Eurvad

Da labourat a-gevret ganit

Te ’ro an douar, ar glav hag ar wrez

Me ’demz, a had, a c’hwenn, a eost.

Ha bez ’z eus war ar Bed

Haeloc’h micher ?

Dispriz Kźriz a ra din fent

Pa gemeront ar c’houer evit ur paour lor

Hag eń perc’henn da vil vravig aour

Hag e arc’hant o lintrań

D’ar beureoł leizh

War veg pep geotenn eus e bradoł gwer

Morioł toc’had o wagenniń ’n e dachennoł

Lennadoł emrodez, ma kantre e chatal

Hag hentoł ametist, etre e barkoł.

Dezhań frondoł yac’h ha kanoł glan

Al laboused hag ar bleuńv

Dezhań frońj ar gwenan,

Sarac’h an deil

Dezhań yud ha boud an avel

Ha bolz divent an oabl stergannet.

O ya ! Bennozh Dit Aotrou

Da vout tonket din bout ur c’houer.

 

24 a viz Meurzh 1970

 

""" Va zi bihan """
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł