Anjela Duval  
Brezhoneg

Brezhoneg ?

 

« Brezhonegañ d’am babigoù ?

Ya da ’michañs ! Che ! N’on ket nay !

— Bo !… It dezho ’ta e galleg saout

Din ne vern. Deoc’h eo da varn.

Gortozomp…

N’eo ket bet hir ar gortoz

Skuizhet prim ar vugale

O vout goapaet gant o c’heneiled

A-zivout o galleg-podoù

E rebechont bremañ

Gant fulor d’o mammoù

Bout nac’het outo

            Yezh o bro. »

 

4 a viz Meurzh 1970

 

Gant an Aotrou Klerg, person Bulien, kuzulier ha mignon Anjela.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù