Anjela Duval  
Douar Breizh

Douar Breizh

 

Ar maezioù a gomz

            « Seblantout a ra dit eo an avel

            A ra din daskrenañ ha klemm !

            N’eo ket an avel

            Nag ar bloavezhioù

            N’eo ket hepken ar bloavezhioù

            Met an dud. Va bugale

            Ha bugale va bugale.

            Ar re-se am eus maget gant va sev

            Ar re-se o deus debret ’leizh o genoù

            Bara tomm va gwinizh

            Ar gwinizh-se graet gant va gwad

            … Ar merc’hedigoù-se a guntuilhe

            Va bokidi roz-kamm, ’vel bokidi levenez

            Bozadoù Heol Ebrel !

            … Ar baotredigoù-se a rede ar

            girzhier, ar c’hleuzioù

            A grape e barr uhelañ ar gwez

            Da vare an neizhoù.

            Ar vugaligoù-se o ruilhal, o kanañ

            O c’hoarzhin, o kousket e geot

            Klouar ha frondus va frajoù

            D’an nevez-hañv

            Ar vesaerien-se a galfiche

            O zroad skourjez em bodoù kelenn

            Hag o sutelloù em bodoù-skav.

            Evito em eus lakaet gerioù war

            veulgan pep labous

            Evito em eus lakaet un anv

            war bep bleuñvenn

            War c’heotennoù ar wrimenn

            Ha war wez ar brouskoad.

            Dizoloet am eus dezho kevrin pep plantenn

            Evito ’oa va frouezh gouez

            warno blaz ar glav hag ar mel.

            Tommet am eus o izili munut

            Gant va c’hoadoù frondus

            o teviñ en oaled

            Evel ma tomman izili diwad

            ar c’hozhiad da serr-noz e vuhez.

            Da amourouzien an nevez-hañv

            E kinnigen va spern-gwenn

            Ha c’hwezh mezvus va gwezvoud

            ’us d’an hentoù don.

            Ha pep boud a gane :

            Ar yaouankiz hag al laboused

            Ar c’hloc’h ha trouz an dour

            An Aezhenn hag an Ed.

            Ha pep tra a c’hoarzhe :

            An Heol hag ar Glav

            Ar wazed hag ar plac’hed

            Hag ar gazeg-koad evel un diodez !

            Ha setu. Ha setu un deiz

            Eo tavet ar c’han

            Eo tavet ar c’hoarzh

            Zoken ar minc’hoarzh.

Un droug kevrinus, kuzh, touellus

A zo ’n em silet e kalon ar re yaouank

Un droug deut war askell an avel

A guzulikas dezho mil ha mil gaou

Evel kel lies a zrein kontammet.

O komz dezho diouti

            Hi. Bepred Hi !

            Hi : Kêr ar sklêrijenn !

Ar sklêrijenn touellus ha gaouiat

A sach hag a suilh

Kement boud askellek

Balafenned ha yaouankiz her

            Hi : al lonkerez

            Hi : ar roñflez

A ’n em vag gant Peizanted

A dramm ar gouerien

A laer dezho o Ene.

Trellet, bazhyevet, strobinellet

Ankounac’haus eus an Tremened

Ankounac’haus eus an Eienenn

Ankounac’haus eus o Magerez

Aet int kuit ’n ur c’hoarzhin

Aet int kuit ’n ur ganañ

Aet int kuit o blev en avel

Hag o c’halon war o dorn

O Ene war ribl o muzell.

Hag ar Roñflez diwalc’hus

He deus pasket diwar o zenerded

Sunerez : evet he deus o gwad

Ha distaolet o c’horf dizanv

War ar pavezioù uzet

O anv troket evit un niverenn

O fersonelezh kemmet en ardivink

O redek eus ar « metro » d’ar « bus »

Hag eus ar « bus » d’ar « metro »

Badinellet. Bouzaret. Debret.

Gloazet. Argarzhet. Kondaonet d’ar chadenn

Unnek miz war daouzek.

Yaouankiz hor Bro ! Ha yaouankizoù all !

D’an daouzekvet miz, lod a zistro

Her ha balc’h an tamm anezho

Karr-tan, mini-brozh, frondoù c’hwek

O vrañsigellat o boest-sonerezh.

Lod a zistro ? Tremen a reont nemetken…

Da saludiñ o re gozh.

Ar re gozh stag ouzh o zachenn

Na guitafont nemet evit Eben.

An dachenn all ouzh skeud ar c’hloc’hdi

An dachenn plantet a groazioù koad

Pe a groazioù mein-benet.

Ar re-se zo din da viken

Holl o deus roet din kement tra :

O divrec’h hag o c’halon

O Levenez hag o daeroù

D’ar re-se ’vezin dous ha skañv

Da zeiz an Unvanidigezh veur

Hogen, pa yud an avel d’an nozioù goañv

E veskan va daeroù gant e vouezh

Da c’hervel va bugale disuj

A-bouez gerioù graet a zifronkadennoù

Gouelañ ’ran war va lannegi

O lann kaledet, o raden flastret

O drez o wriat ar spern-du

Pa dav tousmac’h ar c’hezeg dir

Douret gant gwelien flaerius.

… Pelec’h eo aet va c’hezeg kent ?

Va c’hezekenned o gwad bervet.

— Maget gant lann pilet

Va lannegi brokus —

A drenie an tumporelloù pounner

Pe a drote war ar gweturioù skañv

Nag e karen klevout stlak ar skourjez

Ha dasson ar falc’h dindan an higolenn

Golvizhi ar c’hannerezed

Botoù-koad tachet ar vugale

War hentoù ar skol.

Ur c’hloc’h a diñs atav

Hogen hañval eus glaz ar marv.

Pa gouezh eus an tour kozh

Añjeluz ar serr-noz

En notennoù gorrek ha mouget o mouezh gwanaet er brum,

Brevet en em daolan da hun,

Paket em mantell spoue ha delioù sec’h.

Neuze etre divrec’h Doueez ar c’housk

E kantrean em Amzer dremenet

Er mareadoù kreñv eus va Istor

Em hunvre e welan va Harozed

Re ar mojennoù ha re an Hanez :

Arzhur. Nevenoe. Tostoc’h Kadoudal

Ar Barzh meur : Marzhin e Delenn aour.

Listri teirgwern. Rederien-vor

Sent hag Ebed

Menec’h difraosterien ha tisaverien

Brezelourien direbech

Arzourien. Kizellerien tourioù dantelezh.

… Tromenioù Sent.

Kestell-kreñv. Manerioù

Marc’heien diniver

O komz dre lorc’h yezh Keltia !

Euredoù ambrouget

Gant bombard ha binioù.

Ha tantadoù Gouel Yann,

O treistsklêrijenniñ an noz.

Gwelout a ran va Dugez

En he mantell erminiget

Anna Vreizh. Anna fur

An Dugez vat o ’n em deurel

E gouzoug ar Bleiz a-benn div wech

Evit saveteiñ he sujidi

Ha bet e vezo aner hec’h aberzh ?

Ha bet ’vezo aner kantaberzh

Soudarded pevarzek ?

Hag aner merzherenti Boscher, Perrot,

Jasson hag ar re all ?

Ar pikernioù denelezh-se !

Ha ven e vefe bet o abeg bezañ ?

An diazez a zo o frailhañ e pep lec’h

Va mibien — ha muioc’h va merc’hed —

A dro kein da zouar o Hendadoù

Kerzhout a reont trema Hi : ar Gañvalez

Hi, va c’hevezerez milliget…

… Treiñ a ra va hun da wallhunvre

Dihun’ a ran ’n ur gourlamm

Ma ! An Heol zo savet ’us d’ar run

Klouar eo ar c’hinvi frondus

Ha… raksantout ’ran ur vezañs.

Komzet ’m eus ’michañs dre va c’housk

Unan bennak en defe va c’hlevet ?

Klevout a ran ar raden o trouzal

Marteze ur bigrier beureel ?

— Bigrier ? Naren. Me eo ! Douar a garan !

Edon ouzh da selaou, un nebeudig zo

Ha truez ’m eus diouzh da c’hlac’har,

Da gavout a ran direizh, nebaon

— Hañval ouzh ar re a c’houzañv kalz —

Rak da Ouenn n’eo ket aet da get,

Ar Ouenn Gelt zo divarvel !

Ya, me ’oar, tec’het int

Ar re-se o doa ur galon strizh

— Ur galon enk a implijad izel —

Hogen chom a ra ganit ar re wellañ.

Ar reoù c’hlan, ne redont ket

War-lerc’h an arc’hant, nag an Enor

Nag ar plijadurezhioù

Chom a ra ganit da Garidi

Lod a lavar int tudigoù

Me a lavar int meurdud !

N’eo ket ret ’vefent ar brasniver

Pep hini outo a dalv kant, ha mil.

Hag ouzhpenn. Int eo ar goell

A laka an toaz en go.

Emañ an amzer oc’h oberiañ evidout

Ne glevez ket dija du-hont

E menezioù Kerne

Kuñv ha kreñv war un dro

An Delenn o tregerniñ gant sonioù nevez

Notennoù ranngalonus

O c’hervel d’ar stourm ?

Glanndour. Glenmor. Stivell

Ha re all : Barzhed. Sonaozourien

O treuskas ar flammerenn

’N ur c’hwezhañ war he flamm.

Ha gwalenn-gein Arvorig kozh

A dregern gant o lavar, a skrij gant terzhienn

A garnat dihabask, a wink dindan ar yev

Hag an heklev a gas du-hont

En tu all d’ar mor don

Kan an Delenn hag ar gitar

O son Karantez Keltia

Karantez douar Breizh hor Bro.

Emañ ar Beure o tarzhañ !

Tost eo an Eur hag an Amzer.

Ma stlako ’r Gwenn-ha-du

En kêr ha war ar maez

Ma savo a bep tu

Ur c’han a Levenez.

            D’ar Beure-Meur — echu da hun —

            E klevi Bombard ha binioù

            O son an Trec’h war lein ar run

            Ma trido Ene hon Tadoù

            Dorn-ha-dorn gant Breudeur

            Kembre ha Kerne-Veur

            Kendirvi Iwerzhon

            Alba hag Enez Von

            Kevinianted Galikaia

Seizh Bro !

                        Un Ene !

                                   Keltia ! »

 

Traoñ-an-Dour, 18 a viz C’hwevrer 1970

 

Tud o tont da Draoñ-an-Dour war lec'h an abadenn skinwel gant André Voisin
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù