Anjela Duval  
Bran Iwerzhon

Bran Iwerzhon

 

War don an Alarc’h

                        I

Ur vran yaouank a Vreizh tramor (2 w.)

He deus mennet gwelout Arvor.

Din din dan d’an Arvor d’an Arvor o

Din din dan d’an Arvor eo deut.

                        II

Hogen re wan he divaskell (2 w.)

D’he dougen betek Breizh-Izel.

Din din dan…

Din…

                        III

War vourzh al « Loupard » eo plavet (2 w.)

Gantań da Vreizh eo bet treizhet.

                        IV

Holl vrini Breizh p’o deus klevet (2 w.)

D’he saludiń zo deredet.

                        V

O bran yaouank Bro-Iwerzhon (2 w.)

Te ’c’h eus aloubet hor c’halon.

                        VI

Gant mousc’hoarzh da zaoulagad kaer (2 w.)

Te ’c’h eus gounezet Bro-Dreger…

                        VII

A-dreuz hag a-hed hor Bro Breizh (2 w.)

Te ’c’h eus graet mignoned a-leizh…

                        VIII

Na fromus ’oa bet ar c’himiad (2 w.)

Holl ’oa daeroů ’n o daoulagad.

                        IX

Kenavo Keltig Iwerzhon (2 w.)

Ganit zo lod eus hor c’halon.

                        X

Ha Doue d’ez tegas en-dro (2 w.)

Digor ’vo dit divrec’h hor Bro.

Din din dan…

 

9 a viz Here 1969

 

Gant he maeronez (a oa 91 bloaz d'ar c'houlz-se).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů