Balafenned
Gouel edo en Neńv :
Gouel ar Chinivelezh.
Ar sent o doa profet do
Rouanez
Ur gouriz hag ur Ouel.
Eus seiz gwenn ar Ouel
Oa
manet drailhennoł.
Eus voulouz glas ar gouriz
Oa chomet tammigoł.
An Aelez o choari gant o
sizailhoł aour
O doa fardet ganto
balafenned
Balafenned hollwenn,
Ha balafennigoł
glas-oabl.
Diwar bondalez an Neńv,
O doa strewet (evit choarzhin),
Bozadoł war-zu an
douar.
Kouezhet int dre zegouezh ?
War ballenn limestra va melchon e bleuńv.
Eno am eus o chavet,
Dindan an Heol Kreisteiz
O sunań gant aked
Kaliroł
strizh an toupennoł.
9 a viz Gwengolo
1963