Mil dremm va Bro
Ken lies a Vreizh hag a
Vreizhad !
Da bep Breizhad e Vreizh
!
— E Vreizh godell —
O Breizh va Bro ! a gan
pep hini
Eus ar folklorour d’ar
Broadelour…
Ya diniver eo Breizh :
Aner klask ar gont.
Da hemañ Breizh zo an Nevedoù
D’egile eo son ar binioù
Folkloraj skañv ha
pardonioù,
D’unan all mein-meur Karnag
Taol-vaen ar Seizh Sant, maen-hir ar Pergad,
Da houmañ ar c’hoefoù dantelezh
hag ar jiletennoù voulouz brodet,
D’eben priaj Kemper
D’an arzour-mañ an arrebeuri kizellet
D’ar c’helenner-mañ : al Levrioù,
ar pladennoù, an arouezioù broadel :
ar Vreizh paper !
D’ar Barzh : an Hentoù don, al lannegi,
ar brugeier, ar balan
alaouret, ar c’hoadoù o kanañ, ar mor o krozal.
D’an arboellour, ar c’hleuzioù rasket,
al labouradegoù, ar
bagoù-pesketa,
ar c’haol-fleur hag ar
sivi.
Ha Breizh an Drouized ?…
Ha Breizh ar Bolitikerien ! ! !
Va Breizh din-me zo unan hag anterin
Va Breizh din-me n’eo ket ur Vreizh godell.
Va Breizh zo Ene, Korf, Spered ha
Kalon va gouenn
Va Breizh zo Mor, Douar,
ha Neñv
Va Breizh zo Harozed dec’h
Harozed hiziv
Harozed
warc’hoazh
Breizh divarvel !…
5 a viz Here 1969,
Pardon Itron Varia Rozera