Anjela Duval  
Buhez an noz

Buhez an noz

 

Biroł ar boan am broud

O virout ouzhin an hun

Gwaskoł an enkrez am nec’h

O virout ouzhin an hunvre

Ar Preder. Ar Bedenn… Padal

Trouzigoł an noz a zastroc’h va enoe :

Strakadennoł munut an etivi en oaled

Oeńsoł mibin ar glav

O stekiń ouzh gwerenn ar prenestr

Boud an avel en ivinenn rividik

Frońj ur c’harr-nij e gwaremm ar stered

Morzhol an horolaj o c’hoveliań an Eur

War annev an amzer… Ha

Koroll diroll al logod er c’hrignol

Tra ma rouzmouz ar c’hazh rous : Bilu

Moredet (al luguder !) kollet en e hun ha ’n e hunvre

’N e spered bepred skeudenn

E garedig : Gwennig

Ar gazhez vihan vistr,

Koantik ha gwiv e-giz d’un Erminig.

 

Meurzh 1969

 

Gant he maeronez (a oa 91 bloaz d'ar c'houlz-se).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł