Anjela Duval  
Avaloù

Avaloù

 

Emañ Herve e beg ar wezenn

A fraoñv, ’n un dourni avel foll,

Rak hejañ ’ra herr-dra-ma-c’hell,

Ma kouezh, ’vel ur barrad grizilh ramz

’N ur dazlammat gant trouz polotennoù

An avaloù ruz-marellet.

A ruilh gant ar bantenn,

An eil dreist egile

’N ur c’horoll pennfollet.

Betek sol ar c’hleuz.

’Lec’h ma stokont… badaouet.

 

22 a viz Here 1962

 

"Gant Sœur Marie de Saint Michel, ' Sœur Michel "" evit Anjela (1968). Eskemmet o doa lizhiri e-pad
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù