Akt a Drugarez
— Va Doue ! en gouzout a
ret : hiziv ez eus nav bloaz hag hanter-kant abaoe m’emaon ho pugel ; abaoe ma
on bet badezet bugel d’hoc’h Iliz.
— Hiziv emaon kroget gant
va zri-ugentvet bloaz er Bed-mań…
— Ho trugarekaat a ran,
va Doue, evit an holl c’hrasoů hoc’h eus roet din da heul ar vuhez.
— Trugarez deoc’h da
vezań roet din ar c’hras da vezań gwelet an deiz en un tiegezh ma oa anavezet
ennań ho Lezenn.
— Trugarez deoc’h da
vezań roet din ar c’hras da vezań ganet en un ti paour. N’am eus gouezet
biskoazh petra ’oa al lorc’h, nag ar binvidigezh fallakr, nag an dud didalvez a
dremen o buhez er plijadurioů foll ha direizh.
— Trugarez deoc’h, o va
Doue, evit an Eurvad-se eo evidon bezań ganet e-kreiz ar maezioů, en un tiegezh
koueriaded. Da vezań bet a-viskoazh en-dro din traoů bev : loened ha trevadoů,
gwez ha bleunioů, ha laboused o kanań. Da vezań bet atav douar dindan va zreid,
douar hag a aparchante d’am hendadoů, douar trempet gant c’hwezenn va zad.
— Trugarez, va Doue, evit
bezań roet din ar c’hras da vezań ganet er Vro m’eo bet ganet ha savet, m’o
deus bevet enni, bevet diouti va zud ha va zud-kozh ha tud-kozh va zud-kozh : e
Breizh benniget ar Sent.
— Trugarez da vezań bet
desavet e Yezh va Bro, e Yezh va gouenn.
— Trugarez, o va Doue,
evit bezań roet din ur galon gizidik ha lakaet da vleuniań enni ur garantez
virvidik evit va Bro, va Yezh, va gouenn, va micher, evit an holl voudoů hoc’h
eus krouet ; evidoc’h-c’hwi, o va Doue !
— Trugarez evit donezon
ar Feiz a vev kreńv em c’hreiz. Evit
an Esperańs en amzer-da-zont. Evit ar Garantez.
Amen.
4 a viz Ebrel 1964