Anjela Duval  
Fioretti

Fioretti

 

pe minimadoberoů

— Lavarout ur gomz dous d’un den kounnaret.

— Mousc’hoarzhin d’un den trist.

— Flourań tal ur bugel trubuilhet.

— Ober ur pennad-kaoz gant un den kozh.

— Skrivań d’ur mignon en harlu keleier eus ar Vro.

— Ober ur gefridi evit un den abaf.

— Reiń da evań d’ul loen klańv.

— Dourań ur blantenn weńvet ? Marteze !

— Dougen he samm d’ur gozhiadez.

— Hetiń e ouel d’un paour dilezet gant an disterań profig.

— Louzaouiń ur gouli dońjerus hep diskouez dońjer d’ar c’hlańvour.

— Prestiń ul levr d’un den enoeet.

— Hadań bruzun bara war an erc’h evit al labousedigoů.

— Adlakaat en e neizh ul labousig kouezhet d’an douar.

— Lavarout ur ger a-du gant an neb emeur o troukkomz diwar e benn.

 

C’hwevrer 1969

 

"""He selloů voulouz du - o tont deus kened he yaouankiz - a dremene a-rez stern he lunedoů (…)"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů