Anjela Duval  
Don Karlos Maros

Don Karlos Maros

 

War don ar martolod

                        I

Krampouezherezed Breizh Vihan

Lakit ho kleurc’hioů war an tan

Emań o tont d’ho kwelout

« E Veurded » Don Karlos

Pebezh enor evidout

Breizh-Izel va Bro gozh !

                        II

Karlos e Bro ar Vretoned

Pell zo ne oa ket bet gwelet

Met bez ’vez eus e geloů

Bemdez hag e pep ti

Rak holl baotred ar Radio

A gan e veulodi

                        III

Setu Karlos Maros er Vro

Daoust ’ta penaos e vo an dro ?

Brizhvretoned a yelo

Doujus d’e saludiń

Met ar re daer a hucho :

D’ar gęr da gomandiń !

                        IV

Breizhiz zo skuizh pell amzer zo

Gant ho promesaoů goullo

Ni ’fell dimp kaout ur Radio

Ni ’fell dimp ur skinwel

Renet gant paotred hor Bro

O komz yezh Breizh-Izel

                        V

Ar gudenn-mań na n’eo netra

Da gontań ’n hini hon eus c’hoazh

Rak ’mań evel tud estren

Ar vugale ’n o Bro

Pa n’eus aotre da gelenn

Brezhoneg er skolioů

                        VI

C’hoazh e lavarimp deoc’h Aotrou

Ma permetet ur ger pe daou

Rak an traoů a ya gwall fall

Breizhiz zo nec’het bras

Ma ne selaou ket Bro-C’hall

Ret vo cheńch penn d’ar vazh.

                        VII

’Benn ’oa echu d’an abadenn.

E Veurded ’oa teńval e benn

’Oa ket gwell gontant Karlos

O tistreiń eus Kemper

Rak ne oa ket e gortoz

Da gaout seurt degemer

                        VIII

Rak ’pad ’oa kousket Don Karlos

E Kemper en e wele-kloz

’Oa deut sioul paotred dilu

Ha war e garr-avel

’Livjont ur mell gwenn-ha-du

A bep tu d’un triskell

                        IX

P’edo o tremen dre du-mań

Savet va fri. Petra ’welan ?

Ar mell banniel Gwenn-ha-du

Livet war e garr-nij

Ha me da sońjal diouzhtu :

Bet ’deus Breizh he frankiz !…

 

29 a viz Genver 1969

 

Gant Maria Prat hag an Dregeriz (1972)
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů