Anjela Duval  
Arnev

Arnev

 

Div goumoulenn o pourmen

Fall o imor, teńval o fenn.

Tommet-mat dezho diouzh feson

Rak un nebeud a-dreuz e kerzhont

Ha daoust m’eo ledan an hent

Emaint aet da ’n em dourtal

A-walc’h. Keta ? ’vit kounnariń

Ha lakaat an traoł da dreiń fall.

… Oi ! Setu trouz o sevel,

Malań gros a reont a lajadoł

Teurel outo tan ha luc’hed

Erfin ’n em gannań ken a foeltr,

Ma tever an dour outo a dakadennoł.

— A dakadennoł ? A-ruilh, a-builh, a-struilh !

Ret eo lazhań tan ar gounnar…

            Torret ivez e sec’hed d’an douar !

 

Mezheven 1964

 

"""Ar c'hreion du"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł