Anjela Duval  
A-du pe a-enep

A-du pe a-enep ?

 

— Pajennaouer : petra ’sońjit ?

N’eo ket brav-brav c’hwi ’oar

Al labour a rit

Reut ha flemmus ho pennad-skrid

A-zivout an « divroań »

Gourc’hemennoł deoc’h a ran…

            Met e sterniań gant kinnigoł melus

A-berzh labouradegoł gall ?

Biskoazh kemend-all !

— Un nebeud elevez mar plij

Un nebeud elevez m’ho ped

Pajennaouer e benn brell.

 

22 a viz Gwengolo 1968

 

"""Ya, ober 'ran gwerzennoł. Met ne blij tamm ket din bezań anvet barzh!"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł