Anjela Duval  
E maezioù Breizh

E maezioù Breizh

 

Ar Peurvanoù a vloaz da vloaz

’Kemer lec’h ar parkoù hadet

Bihanoc’h ’se a vloaz da vloaz

War al leur ar goustelloù ed.

Ar bernioù foenn a vloaz da vloaz

O kemer lec’h ar bernioù plouz

Ha bihanoc’h a vloaz da vloaz

Er solieroù ar gwinizh rous…

Distroadet ar c’hezeg-labour

Pal hag alar hag an hadour.

Aezhenn flaerius an Eoul-maen

O saotrañ aer vat an draonienn

Tourni an ardivinkoù dir

En Hent, er c’hoad hag en oabl glas :

Kleier ifern o seniñ glaz.

O seniñ glaz ar ouenn ? an Tir ?

 

[1968]

 

Eur sakr ar skrivañ
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù