Anjela Duval  
Digomprenusted

Digomprenusted

 

— Petra dit tarlammat

Va c’halon re dener ?

Petra dit berviñ

Va empenn re brim da folliñ ?

Gouzout mat a ouies

— Pe ne ouies ket ? —

— Daoust d’ur garantez difaezhus —

Zo re a ziforc’h etrezomp

’Tre Kêriz ha Peizanted

Va gloazet en deus o goap

Hag o gloazet he deus va zaerded

— Perak an digomprenusted-se

peurbadus etrezomp ?

— Perak hor goapaat

Ober fae warnomp

Ober fent ganimp

dre ma karomp ac’hanout

Sev bev da galon vev

da zouar noazh — o va Bro !

Va Breizh. Va c’harantez. Va Buhez.

Da garout a reont-i ivez — emezo —

— Ya da ! Da sae welevus ha liesliv

Da goadoù glas. Da stêrioù.

Da lannegi aour. Da vorioù hoalus.

Da laboused ha da vleuñv.

Hogen doñjer o dije

O terc’hel etre o bizied gwenn

Ur vozad eus Douar o Bro

Trempet ken lies gant c’hwezenn

                        — ha gwad —

Remziadoù Breizhiz.

Dre garantez ’vidout

Douar sakr va Bro !

E c’houzañvomp an dismegañs-se

                                               — graet dit :

Bezañ disprizet ’vit da re garout.

Breizh ! va c’harantez nemedout

Dit va holl nerzh bete ’n elfenn diwezhañ

Bete ’n Eur ma tigori da zivrec’h

D’am c’horf digounnar ha divuhez

Tra ma treizho va Ene gredus

Trema Gwenved hor Gouenn.

 

13 a viz Mezheven 1968

 

"""Degas din ar Garantez a dalc'h ar galon en ul leunder a beoc'h"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù