Anjela Duval  
Ar weladenn

Ar weladenn

 

D’am mignonez vat Bertina

N’am boa ket lavaret dit

(Ma vije brasoc’h da eston)

N’am boa ket lavaret dit emaint-i dasorc’het :

An ti m’out ennań ganet, milin da yaouankiz…

Ha p’edomp aet evel en hańvioů all

En pirc’hirinded d’an draonienn,

Am eus gedet war da zremm

Un arouez eus da from…

Bras eo bet da estlamm,

Ma’z out chomet sonnet !…

… Dorn-ha-dorn hon-div, evel gwechall

Omp aet davet ar perc’henn : un Estren hegarat.

— Degas ’ran deoc’h, Aotrou, an diwezhań milinerez !

Divizet hoc’h eus ur pennadig.

… Sioul ha sońjus edos avat war hent an distro :

— Petra ’c’h eus, Bertina ? Un daerenn a welan !

— N’ouzon ket re… Kemmet eo pep tra.

— Re gaer a lârez ? Tud pinvidik int.

— Deuet ’oan boas eus an dismantroů. Poanius, ya.

Met bez’ edont un aspadenn eus an Tremened.

Un amzer nevez o sevel bremań war va Bed kozh

Na distroin mui d’an draonienn…

 

2 a viz Eost 1964

 

Tud o tont da Draoń-an-Dour war lec'h an abadenn skinwel gant André Voisin
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů