Anjela Duval  
D’am digenvez

D’am digenvez

 

Digenvez sioul. Kariadez fur

Gant da vil guzul. Da vil gevrin

Sioulded ec’hon. Kannadez en Neńv

Bennozh dit ! Mignonez doueel…

Te barrleun a vuhez askellek

A wez, a vleuńv, a dour-red

M’eo ken glan ennout pep buhez

Pep hunvre. Pep hengoun. Pep meiz

Digenvez sioul. Kariadez

O balzam va c’halon

Frealz va Ene. Kennerzh va youl

Komz ouzhin. Kan din. Va luskell

Gant diskanoł an Amzer gent,

Kanoł an Heol. Kanoł ar Gwent

Gwerzioł hor re zo er Gwenved

Heklev Ańjeluz an Neved

Ha kroz ar skluz en draonienn vut

Digenvez leun a ganoł hud

Kariadez, me da salud.

 

19 a viz Ebrel 1968

 

Anjela da bemzek vloaz, o tougen ar c'hoef evit ar wech kentań (1920).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł