Anjela Duval  
Divroañ

Divroañ

 

            Gwashat gwalenn a gastiz

            O wastañ hor Bro-ni :

                        Tec’hel ha divroañ

                        — O c’halon o wadañ —

            Reiñ o flas d’an Estren

            Mont holl da broleterien

            Zo lod hor yaouankiz

            Aberzhiñ o Frankiz

            O zud.

            O zi.

            O Douaroù

            Kerzhout trema ’r c’hêrioù

            D’al labouradegoù bouzarus

            D’an hlmoù safarus

            Chadennet o Buhez

            Hiviziken noz-deiz

            Ouzh lusk ar momeder

            O vuzuliañ o amzer

            Eilenn goude eilenn

Gwerzhañ o nerzh hag o ijin

            D’ar mac’her o redi

            Da vout e vevelien

Ha da zebriñ bara c’hwerv an Harlu !

      Gwelloc’h bout ganet du ! —

 

17 a viz Ebrel 1968

 

"""Degas din ar Garantez a dalc'h ar galon en ul leunder a beoc'h"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù