Anjela Duval  
Fido

Fido

 

A ! Va c’hi ! Doue ’oar pegeit zo etrezomp

Zo ’tre da Anien hag Ene da Vestrez

Eñ nemetañ a oar ha perak ha penaos

E vevez eus he sell, e varvez eus he marv

Ha dre peseurt truez ’vit hor c’halon az ro

Da garout c’hoazh d’ar re n’int mui karet gant den

Rak-se loenig uvel kousket e-harz va zreid

Biskoazh gant ur ger rust ne boagnis da galon

’N ur bellaat ouzh va dorn da deod karantezus

Met dalc’hmat, ya dalc’hmat ennout am eus doujet

Madelezh ar C’hrouer da Vestr ha va Hini.

Breudeur eo ’n holl voudoù hag holl din a zoujañs

Pa vez, va c’hi Fido, da selloù war va re

Ar sioulded nemeti a veiz hon diviz mut

Pa rankan azezañ. Pa rankan pennglinañ

Da lagad ’zigor trumm ; te ’zilamm d’am c’hwesha

Te ’lenn va ankenioù e don va daoulagad,

E roufennoù va zal, te ’lenn va nec’hamant

Evit va diduiñ ha klask louzoù d’am doan

Te ’grog dousik em dorn, dousik hep ober poan.

 

23 a viz C’hwevrer 1968

 

O tougen ur bec'h lann (1968).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù