Abardaez-Sul
… Selaou ’rajen gant dudi
Roazhon-Breizh
Goude ’lakjen urzh em
c’hontoù
Lenn ’rajen neuze «
Barzhonegoù »
Mont ’rajen end-eeun da
welout er prad
Ha bountañ ’ra ar geot
nevez
Marteze ’tiskennjen bete
’l Leger
Ha sevel dre ar C’hoad.
Serriñ ’rajen ur mell brec’hiad
Bisigoù-mareñv. Gant ul levenez vugel
O lakajen da vrallañ
didrouz
Mil badeziant…
Tud zo deut. Tud ha tud bepred
A-hed an abardaez-Sul
O deus debret va amzer.
Manet ar bisigoù war o skourroù
Emaint-i michañs o tintal
Sioul ha laouen Añjeluzoù d’ar Sul da noz.
… Ha te, plac’h an Hunvreoù ?
Emañ c’hoazh d’an Eur-mañ
Da holl labour-noz da glozañ !…
12 a viz C’hwevrer
1968