Ar
Vleuńvenn ruz
Dediet da F. Danno, rener kalonek ha bepred seder
Beilhadegoů Treger
I
Er-maez a c’hwezh avel diroll,
Avel diroll ar mizioů du.
En oaled tomm flamm a goroll,
Splann o skediń ’us d’ar glaou ruz.
II
Pa strak ar grizilh hag ar glav
War ar prenestr er goańv du ;
Flamm en oaled uhel a sav,
Pa vleugn en ti ar vleuńvenn ruz
III
En nozvezhioů hir ar goańv
Bodet holl en-dro d’an Oaled
Kozh ha yaouank bepred a gan
Gwerzennoů ken dous ar Gelted.
IV
Eürus neb en deus un ti kozh.
En oaled un tantad glaou ruz ;
En e gichen ur gwele kloz
Da repoz ’hed an nozioů du.
V
Ha daoust da vezań hir an noz :
Nozioů teńval ar mizioů
du.
Kalon an derv ’vez, antronoz,
Kavet ruz-bev c’hoazh el ludu.
VI
Tra ’vo koad e bro ar Gelted
Ha gwez derv gwenn ha gwez derv du
Ra vleunio bepred en Oaled
Splann ha skedus ar Vleuńvenn ruz.
Pe
Tra ’vo kleuzioů ’n hor Bro-ni
O tougen derv gwenn ha derv du
Ra vleunio en Oaled pep ti
Splann ha skedus ar Vleuńvenn ruz !…
27 a viz Here 1964