Anjela Duval  
E Prad ar Rinier

E Prad ar Rinier

 

Houidi gouez o gouzoug glas

Douryer lentik o mentell rous

O voueta sioul war c’hlann ar wazh

A darnij d’an disterań trouz

E-touez ar raoskl e korn ar skluz

Ar yer-dour a red da ’n em guzh

An houad gouez a spluj en dour

E lamm ’vilzamm ar melezour

A vildorr skeudenn splann al lenn

A freuz dameuc’h ar c’hogus gwenn

Gwernioł uhel an elo sonn

O vrallań goustad en aezhenn

Ha damskeud ar Pont Kozh romen

Etre an haleg hag an onn.

 

Chandelour 1968

 

"""Ya, ober 'ran gwerzennoł. Met ne blij tamm ket din bezań anvet barzh!"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł