1968
Paterenn nevez e chapeled an amzer
Ar betvet e chadenn ar c’hantvedoù ?
Pet ez raok ? Pet ez koude ?
Evid lod te ’vo an deroù
Evit lod te ’vo an diwezh
Er Bed-mañ trubuilhus…
Bloaz nevez kevrinus !
Kanolioù adarre ouzh da
saludiñ…
Met perak ivez ’ta ? Ya
perak
N’out-te morse deut
a-benn
Da c’henel d’an hevelep
deiz
Ha Roue ar Peoc’h ?
2 a viz Genver 1968