Ar suilh-raden
Deiz kentań a viz
Mezheven,
Put an avel, ha lemm, ha yen.
Antronoz vintin ’voe rev gwenn.
(Amań ’lavaromp suilh-raden.)
Pebezh glac’har war an draonienn,
’Lec’h m’eo tremenet ar wagenn !…
Ha mont ’ra ’vel ur wazhienn,
’N ur rostań ’n traoů bep ma tremen.
’N avaloů-douar erru kaer
;
Ar bleuńv avaloů ’n o
splannder ;
’Raden nevez ’n
danvez-gouzil ;
Rostet int holl ’vel war ur c’hrilh.
Hag ar c’hraoń-poullig,
va Doue !
Pa welo se ar vugale…
— ’Vit ar bloaz, emezo,
’vo kraoń —
Suilhet eo ar brońsoů
krec’h-traoń.
Trubuilh war drubuilh da Fańch Kouer
O va Doue ! Pebezh micher
!…
Koll a bep tu. — N’eo ket
hep mar
Eo ken dilezet an Douar…
4 a viz Mezheven 1962