Anjela Duval  
D’am C’hreion

D’am C’hreion

 

Te ’grede dit ’oas dilezet ?

’Vel un dra disprizet

Echu dezhań da blijout

… Eizhtez, sioul ha sentus

Emaout chomet ez korn teńval.

Ar gevnidenn dre druez

He doa steuet dit ur gwele blot

            Da ziskuizhań

            Ha da hunvreal

Gant joa am eus da gavet en-dro

                        Bihanik tra !

Laouen on ouzh da flourań

            Gant va bizied bav

Te hag a zo chomet ken fur

            Ez korn teńval ! Eizhtez !!!

 

Hańv 1967

 

Gant he maeronez (a oa 91 bloaz d'ar c'houlz-se).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů