Anjela Duval  
An douristed

An douristed

 

Fent e lakont din

(Pa ’n em lakont da gounnariñ !)

Emaint, emezo, o klask ar sioulded

Diskuizhañ eus safar ar c’hêrioù !

O Sioulded sakr ar maezioù ?

Te barrleun a vuhez kuñv

Int eo da strafuilh

’Vel ma strafuilh plouf ur maen

Gorre lor al lenn

Ne glevan mui a-hed an deiz

Va c’heneiled askellek

Nag e don e san

Va mignon ar skrilh

E pep korn ar gêriadenn : un dourni

Toumpi ar c’hirri-tan flaerius

Todilhon an trañzistored

O treiñ dibaouez, o strewiñ en aer

Youc’hadennoù gouez gouezviled

Tec’het diouzh o c’haelioù

Pe c’hweñvadennoù kizhier gweget

Ma lakont chas ar c’hartier en egar

Hag ar c’higi da ganañ war o c’hlud

O sioulded ! Sioulded sakr ar maezioù !

N’eus nemet ar maeziad

Hag a ouife da veizañ

Hag a ouife da dañva.

 

31 a viz Gouere 1967

 

Anjela da c'hwezek vloaz (1921).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù