An div dervenn gozh
Gweet hag adweet o skourroù
Hañval ouzh kozhidi seizet o izili
gant ar remm. Kramennet
ha roufennet
don o dremm. Tarvoal eo o
fennoù
Kozh int. Kozh-Noe.
Nouspet gwech o deus bet kant vloaz.
Nouspet gwiskad gwignenn a wisk
o c’halon derv.
Istor ur bloaz gwriziet
war bep gwiskad
Istor rummadoù ha
rummadoù
A vugale, a yaouankiz, a
gozhidi
Rak buhez ha birvilh a zo
bet en o brizhheol
… O-unan emaint-i bremañ
— Vandaled
O deus roet lamm d’o c’hoarezed —
Ha goullondoret eo ar c’hontre…
Gwech un tremener — pa’z eus anezhañ
Ur arzour pe ur Barzh — a
ra un arsav
O c’hevarc’h gant
doujañs,
Souezhet gant meurded o
Gened
Ha hiraezh o digenvez.
9 a viz Gouere 1967