Ar Staol goullo
Dibrennet am eus ar morailh
Sioul hag abaf evel ur bugel
O vountań e fri da guriuziń
Ha doaniet ’vel pa zigoran mintin abred
War ul loen klańv.
… Gouzout mat a raen ’oa goullo ar staol
Hogen seblantout ’rae din gwelout o skeud.
N’am eus disońjet anv hini
Nag o liv, nag o flas a-hed ar voger.
Amań a-zehou : al leueoů bihan
A-gleiz : an Tad-saout
— Atav ’veze anvet «
Tourin » —
En tu-mań an annoarezed
En tu all ar saout-laezh.
… Goullo ! Pennadoů kerdin zo chomet
Skoulmet war ar seulbennoů.
Ul labous a dreuz ar c’hraou
— O kevnita d’e neizhiad —
Adserriń a ran, goustad
Hag ez-anienel
E teu war va muzell
Ar gomz a lavar bemnoz pep tieg
Pa brenn war e loened
… Met ha bez’ int-i c’hoazh bev
’N un tu bennak ?
29 a viz Mezheven 1967