Ar
C’hazhig
Daou devezh en deus miaouet,
Trist ha gwan ; un druez !
Berad ebet digant e vamm.
— N’eo ket tonket dit bevań,
Eme ar paotr kozh. Gortoz.
Me ’dorro dit da sec’hed
Ha goude e ’c’helli repoz…
Gwelet am eus e gorfig
difińv,
War-c’horre ar poull glas
Stourmet en doa evit e
vuhezig
Roget gant e bavioůigoů
izil
Al lińser boued-houidi.
E vamm, ar gazhez fall,
He deus miaouet un
endervezh.
Antronoz edo o redek an
drouilhez :
… Gant un targazh…
Mezheven 1964