Anjela Duval  
Diskar ar c’hleuzioù

Diskar ar c’hleuzioù

 

Bleunioù dister. Bleunioù tener

Bleunioù savet war ar girzhier

Diwanet a-grap ar c’hleuzioù

Hag e leton ar gwrimennoù

Bleunioù koant an Nevez-amzer

Hollwisket gant livioù seder

Bleuñv gwenn, ha glas, ha ruz, ha roz

Ha melen ’vel stered an noz.

Pe Bro ’n devo ouzhoc’h truez ?

E pe vro ’reot hoc’h annez ?

Pa ne vo mui na garzh na kleuz.

’Mañ maezioù Breizh o koll o neuz !

Nann n’eo mui Breizh Tir ar Gelted !

Ha pelec’h ’neizho an Evned ?

Diskaret, devet ar gwez kozh

Lakaet an tan el lann, er roz !

Mui a ograoù d’an avel yud…

Piv ’gano c’hoazh er blaenenn vut ?

’Vo mui na kan, na frond, na bleuñv

Na mui disheol e kostez ’r c’hleuz

Ha pelec’h ’ta ’ray ar c’hozhiad

Un diskuizh hag ur c’hornedad ?

Goudor ebet ouzh ar reklom

Brizhheol ebet ’kreiz an hañv tomm

Na danvez mel d’ar wenanenn

Na plas d’e guzhat er gleuzenn.

Hag ar frouezh gouez va bugale

Echu ’vo dezho hep dale :

Kistin, kraoñ-kelvez, mouar du

Koper, irin, lus ha babu…

Ha pelec’h ’kavo ar gwrac’hed

Louzaouennoù da aozañ tret ?

O yaouankizoù diskiant

O trok’ Levenez ’vit arc’hant

Selaouit klemm ar c’hleuzioù kozh

Ho pet truez ouzh ho Pro gozh

            Ouzh labour sakr ho Tadoù kozh.

 

C’hwevrer 1967

 

Loened ar feurm.
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù