Anjela Duval  
Dismantroł Breizh

Dismantroł Breizh

 

— Ober ’ran gwerzennoł ? — Ya, ober ’ran gwerzennoł.

Met ne blij tamm ebet din bezań anvet barzh !

Va micher zo bet a-viskoazh troc’hań buzhug.

Ha komz ’ran d’am loened ’vel pa vefent tud…

Va micher am eus kavet atav plijus

Evel ma kav plijus ar pesk an dour.

— Met, bez’ ’z eus traoł ha n’o c’havan ket plijus,

Hag en lavarout a rankan :

Ne gavan ket plijus gwelout maezioł va Bro

O tistreiń da fraost ha da repu d’al loened gouez

Ne gavan ket plijus gwelout savadurioł va Bro

O tremen e daouarn an estren evit un dornad paper

Ne gavan ket plijus tamm ebet

Gwelout kleuzioł va Bro — framm ha stern ar broioł Kelt —

Rac’het didruez ha diskiant.

Ha yaouankiz va Bro o redek d’ar c’hźrioł

Da werzhań o nerzh ha frankiz o buhez

D’ar mac’her o goapao.

Ne gavan ket plijus gwelout kozhidi va Bro

E marvdiez ar c’hźrioł o ouelań d’o foan gollet

Na mammoł yaouank va bro

O komz yezh ar mac’her d’o bugaligoł.

Torfed eo terriń ar chadenn

Torfed eo kontammiń ar ouenn

Ha den na sav e c’her da enebiń.

Den ! Pe, kennebeut !

Setu ma ran gwerzennoł — N’eo ket va micher —

Evit kuzh’ enno va glac’har

Evit kuzh’ enno evel ’n ur skrin

Perlez va daeroł… Ha neuze

Pelec’h mirout an hadenn diwezhań

Nemet e liorzh ar Barzh.

 

16 a viz Kerzu 1966

 

Anjela da bemzek vloaz, o tougen ar c'hoef evit ar wech kentań (1920).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł