Anjela Duval  
’N hini karetań

’N hini karetań

 

                                   I

Gant Feiz ha gant spi bemdez ’c’hortozan

Va c’halon o talmiń, ’n hini ’garan

Gant feiz ha gant spi bemdez ’c’hortozan

Ar joa, al levenez a zeu gantań

Ha gwelout ’ran mil, ha gwelout ’ran kant

Met evit hini ma c’halon ne lamm

Ha gwelout ’ran mil, ha gwelout ’ran kant

Ken ’vez dirazon an hini ’garan

                                   II

Ha dont ’ray hiziv ’n hini karetań ?

Ken ma vez erruet tamm na vevan

Ha dont ’ray hiziv ’n hini karetań ?

Levenez ha joa a zeufe gantań !

Ha dont ’rafe mil, ha dont ’rafe kant

D’am c’halonig paour se ne rafe mann

Ha dont ’rafe mil, ha dont ’rafe kant

Ma ne zeufe ket ’n hini karetań.

                                   III

Siwazh n’eo ket deut ’n hini ’c’hortozan

Da reiń un tamm nerzh d’am c’halon ken gwan

Siwazh n’eo ket deut ’n hini ’c’hortozan

Da reiń d’am c’halon al levenez c’hlan

Ha dont ’rafe mil, ha dont ’rafe kant

Bepred e chomfe va c’halon ken gwan

Ha dont ’rafe mil, ha dont ’rafe kant

Peogwir n’eo ket deut an hini ’garan !

 

Klańvdi Lannuon, 27 a viz Here 1966

 

Tud o tont da Draoń-an-Dour war lec'h an abadenn skinwel gant André Voisin
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů