Ar
Barzh Paour
I
Me zo ganet en un ti plouz
’Kreiz ar maezioů glas ha didrouz
E koantań traonienn zo ’n Treger
Ma red enni sioul al Leger
Kan an avel er gwez uhel
’Deus va luskellet em
c’havell
II
Me zo ganet diouzh ar mintin
Pa darzh an Heol war Runivin
Pa gan ar mesaer er prad
Pa gan ar pinterig er c’hoad
Pa sav en aer an
alc’hweder
Da ganań e gantik seder.
III
Me zo ganet d’an nevez-hańv
Pa ’mań ’r goukoug krog da ganań
Pa ’mań distro ar gwennili
Neizhoů dre-holl ha kaniri
Kentań muzik am eus klevet :
Kan ha richan al laboused
!
IV
Me zo ganet da goulz ar bleuńv
Pa vez ul liorzh war bep kleuz
Trompilhoů aour er prajeier
Ha bleuńv spern-gwenn ’leizh ar girzhier
Kentań mousc’hoarzh am
boa-me graet
A oa d’un tro-heol
arc’hantet.
V
Pa rankin kuitaat ar Bed-mań
Marteze ’vo d’un nevez-hańv
Marteze ’vo en va
zi-plouz
E maezioů Breizh sioul ha didrouz
Pa guzho ’n Heol a-dreńv ar roz
Ha pa gano an eostig noz.
VI
Klaskit er prad trompilhoů aour
D’ober ur boked d’ar barzh paour
Klaskit er c’harzh bleunioů spern-gwenn
D’ober d’ar barzh ur gurunenn
Hag en ivinenn ’us d’am
bez
An eostig ’gano
d’abardaez.
Meurzh 1964