Anjela Duval  
Maronad

Maronad

† E koun ur c’heneil

 

… Na peoc’hus da zremm keneil !

Da zremm marmor difiñv ez kousk

Da zremm ma pare warnañ ken lies

Mousc’hoarzh ar mousfent

Mousfentelezh dizrouk da anien

A rae da zarempred ken dedennus.

… Gourenet ac’h eus keneil,

Kadarn hag habask, en kristen,

Da nerzh o teuziñ berad ha berad er boan

Hogen da Feiz dalc’hmat divrall.

… Kousk en peoc’h keneil

N’out ket distroet davet an Tad

Gant da zaouarn goullo :

Hanter-kant vloaz trevell !

Toullet ha kompezet ac’h eus an hent

D’ar re a red enno gwad da Ouenn.

Ar chadenn n’eo ket torret

Etre an Dazont hag an Tremened.

Int a zalc’ho d’az tri c’her-stur :

Ar Vro. Ar Feiz. Ha micher sakr da Lignez.

… Kousk en peoc’h. Keneil

Da vuhez zo bet ur skouer.

 

11 a viz Mezheven 1966

 

"""Un dremm roufennet sklêrijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù