Anjela Duval  
An Eurvezh Yec’hed

An Eurvezh Yec’hed

 

E-doug devezhioù kleñved.

… En gouzout a ran

Touell n’eo ken an Eur-mañ

Ma kredfen eo distro

Nerzh, yec’hed, c’hoant bevañ

Ma ’n em santan ken skañv

Gwevn ha kreñv evel kent

Allas ! Touell n’eo ken

…’Vel ar c’hazh gant e breizh

Ankoù ’c’hoari didruez

Gant neudenn vresk va buhez

O stennañ-distennañ

Hervez e faltazi

O hadañ Spi ha Dispi

Em Ene war vordo

… Dudi memes tra

E touell an Eur-mañ

Ma ’n em santan ken skañv

 

[Mae 1966 ?]

 

"""Ya, ober 'ran gwerzennoù. Met ne blij tamm ket din bezañ anvet barzh!"""
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù