Barzhonegoł-noz
Barzhonegoł-deiz
Ma skrivan ouzh skeud va
chleuzeur
Gwerzennoł digampost ha
goullo
Gant an ibil munut-mań
diasur em dorn skuizh
Ma skrivan da noz war gein goleier lizhiri
Barzhonegoł dister : brizhvarchadourezh
Na gaver enno nemet bleunioł gouez
Hag ur vruzhunenn
karantez.
Rak kement-mań a ran evit
ar re a garan.
Skrivań ran, avat, barzhonegoł all
Neo ket ouzh skeud ar chleuzeur
Met ouzh sked an heol
Neo ket war gein goleier lizhiri
Hogen war vruched noazh an Hini a garan
War grochenn noazh ar Vro a garan
Neo ket gant un ibil o
skrivań
Hogen gant binvioł-dir
Arabat sońjal e goaf pe gleze
Va binvioł zo binvioł a beoch hag a stuz
Ne skrivan ket gwerzennoł a zaouzek troad
N ur gontań war va bizied
Met a zaouzek-ugent troatad
hag ouzhpenn.
Va gwerzennoł, mo skriv
gant dir lemm va falch
Andell hag andell e blev melen va Bro
An Heol a ra ganto barzhonegoł frondus
A zaskagn din va buoched en nozioł-goańv
Va gwerzennoł mo skriv gant soch va alar
War gig bev va Bro-Vreizh, erv goude erv
Enno e kuzhan greunennoł aour
An Nevez-hańv ra ganto barzhonegoł :
Morioł emrodez o wagenniń en aezhenn
An hańv ra ganto lennoł kenedus a doched
Avel Eost a laka warno sonerezh
Ha bangor an dornerez o chan din
Dan devezhioł gwrez an eizhvet miz
Dan devezhioł poan ha poultr ha dour sall.
Va Barzhonegoł sakr ha
disprizet !
Genver 1966