Anjela Duval  
Bro va C’havell

Bro va C’havell

 

Da F. Pérennès

                        I

Me zo ganet e Bro-Dreger

Etre ar Menez hag ar mor

’Tre Koad an Noz ha Landreger

E kaerañ Bro zo en Arvor

E Bro-Dreger, Bro sant Erwan

Bro an aodoù, al lannegi

Ma hiboud ar stêrioù arc’hant,

Ma kroz an donn war ar bili

            Treger ! Perlezenn Breizh-Izel

            Te zo ’vidon ar c’haerañ Bro

            Rak me da gar Bro va c’havell

            Betek mervel me da garo.

                        II

Pa gantrean er Broioù pell

Va c’halon ’vez bepred em Bro

Ya, me ’glev da c’halv en avel

Ha me da wel em hunvreoù

Da goefoù gwenn ’stumm gwennili

Da vannieloù er pardonioù

An dridi-mor, ar gouelini

Da hentoù don ha da gleuzioù

            Treger ! Perlezenn Breizh-Izel

            Te zo ’vidon ar c’haerañ Bro

            Rak me da gar Bro va c’havell

            Betek mervel me da garo.

                        III

Hag un deiz, mar plij gant Doue

’Tistroin da Vro va c’havell

’Vit echuiñ va zamm buhez

Etre Perroz ha Tregastell

Me ’savo ’n ti war lein ar roz

’Touez ar reier, a-dal d’ar mor

Ma klevin milc’hwid ar serr-noz

O kanañ diwar doull va dor

            Treger ! Perlezenn Breizh-Izel

            Te ’zo ’vidon ar c’haerañ Bro

            Rak me da gar Bro va c’havell

            Betek mervel me da garo.

 

17 a viz Kerzu 1965

 

Anjela da c'hwezek vloaz (1921).
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù